Enez Ambon
Neuz
Ambon zo unan eus an inizi Maluku e reter Indonezia. Ambon a reer ivez eus kêr vrasañ an enezenn, hag a zo ivez kêr-bennn proviñs Maluku.
En em astenn a ra Ambon war ur gorread a 775 km2. Meneziek eo an enezenn, met strujus eo an douar. Unan eus teir enezenn vrasañ enezeg Maluku ar su eo, gant Buru ha Seram.
Goude dizalc'hiezh Indonezia, hag abalamour da bolitikerezh kreizennañ ar prezidant Sukarno, e voe un emsavadeg en inizi Maluku a-enep gouarnamant kreiz Jakarta. Embannet e voe Republik Maluku ar Su e 1950, gant kêr Ambon da gêr-benn. Etre 1999 ha 2002 e voe emgannoù etre kristenien ha muzulmiz en Ambon koulz hag en inizi all an enezeg.